Вход на сайт

Просмотр новости

Найдите то, что Вас интересует

A-hed an dour, de la pluie à la mer - Pour les Monts d'Arrée sont "le château d'eau" du Finistère ?

Дата публикации: 13-07-2026 04:35:30

Setu rann gentañ hor heuliadenn diwar-benn an dour e Breizh. Hag evit kregiñ ganti ez omp da welet e peseurt mod e teu an dour amañ.
Penaos e kouez ar glav b'ar vro ha da belec'h ez a an dour-se warlerc'h?

Основное содержимое страницы с новостью.

Glav war ar Menez Are © Maxppp - Pascal LEOPOLD

Diffusé le lundi 13 juillet 2026 à 6:35

Publié le lundi 13 juillet 2026 à 6:35

Setu rann gentañ hor heuliadenn diwar-benn an dour e Breizh. Hag evit kregiñ ganti ez omp da welet e peseurt mod e teu an dour amañ. Penaos e kouez ar glav b'ar vro ha da belec'h ez a an dour-se warlerc'h?

Glav-pil, glav-stank, glav-touseg, glav-kenneud, glav-beuz... a bep seurt a zo e brezhoneg evit kaozeal eus an amzer c'hleb. Dav eo lar 'vez ouzphenn nav c'hant millimetrad dour hag a gouezh b'ar vro bep bloaz. N'eo ket dister an dra se. Met gwashoc'h a zo. Hervez sifroù Météo France e vez stankoc'h ar sammad glav e Nisa (791 milimetrad dour) eget e Sant Brieg (757 dour).

"An trenioù amzer fall 'teu diouzh ar mor. Ha n'eus tra da wel gant ar mor Kreizdouarel. Du-hont teu ar glav fonnusoc'h gant an aer tomm a zo. Amañ e teu an traoù goustadikoc'h, un tamm evel un tren gazoil, kwa. Pezh a zo ez eus kalz barradoù-glav amañ a-hed ar bloaz. Setu an dra-se a zo ba spered an dud", eme Guenole Gevel a zo paotr Météo France war e leve. Gwir eo an dra-se. E Nisa vez 62 devezh glav bep bloaz e-skoaz 129,6 devezh glav e Brest.

Ha ne teu ket ar glav-se er memes mod e pep lec'h b'ar vro. "Anat eo vez muioc'h a c'hlav war ar menezioù Are, menez Du ivez, met dreistholl war Menez Are, tro 1400 milimetrad bep bloaz. War bord ar mor ez eus kalz nebeutoc'h. An dra-se zo lezennoù fizikel. Glav teu peogwir ar c'houmoul ez a lein gant ar menez. Ha ma ez a lein e teu yenoc'h. Ha ma teu yenoc'h e teu d'ober skorn. Ha diouzh ar skorn e teu ar glav. Setu muioc'h zo war ar menezioù", emezañ.

N'eus ket kalz dour dindan an douar e Breizh

Hag ur wech en em gavet ar glav war an douar ? Ouzhpenn un hanter diouti a za en-dro en aer dre cʼhwez ar gwez da skouer. Un nebeut re a za dindan douar. Met kalz nebeutoc'h eget e lec'hioù all "peogwir e Breizh ez eus roc'h ispisial. Greunit, dre vras, pe skilt. Hag abalmour d'an dra-se, n'ez a ket an dour e-barzh an douar", a zispleg Mikael Bodlore Penlaez zo douaronier.

Ha se zo kaoz neuze eo ken pouezus ar sterioù e Breizh. Kement a 30 000 kilometr a sterioù a zo e Breizh. Ha lod vrasañ 'teu eus ar menezioù. "An dour a za diouzhtu er sterioù ha bez ez eus kalz sterioù o kemmer o mammennoù e Menez Are hag e menezioù Du : Ster Aon, Ster Odet, An Elorn, Ar Blavezh.... Muioc'h a sterioù a zo e Breizh eget e lec'hioù-all e Bro C'hall. Met bihan a-walc'h int" ha mont a reont buan tre war-zu ar mor. Dre-se neuze vez graet "Kastell Dour Penn ar Bed" eus ar Menez Are.

Vous avez apprécié cet article ? Partagez‑le

Tous les samedis, recevez la newsletter en langue bretonne d’ICI, proposée par l’équipe de ICI Breizh Izel

Adresse e-mail (obligatoire)

Exemple : nom@email.com

En cliquant sur “s’abonner”, j’accepte que Radio France puisse m’adresser des emails (en fonction de mes abonnements) ainsi que suivre les ouvertures des messages à des fins de personnalisation des services, étant informé(e) que je peux refuser ce suivi à tout moment via un lien dans chaque message reçu. Le cas échéant, les choix déjà enregistrés par Radio France continueront de s’appliquer.

Écoutez d’autres épisodes de l'émission

Passer la section

Keleier : Ar reportaj

Keleier : Ar reportaj

Continuez votre lecture

Passer la section
  • E brezhoneg - La peau des Bretons est particulièrement sensible aux rayons du soleil

    Daoust m'emaomp sachet da vont d'ober kof rouz war an aod pe war ar maez e ranker diwall mat. Dañjerus-tre e c'hell bezañ skeudoù an heol evit ar mare. E Breizh ez eus muioc'h a grign-bev ar c'hroc'henn eget e lec'hioù-all e bro Frañs.

  • Penaos bevañ gant cheñchamant an hin ? Savet ez eus bet goulennoù gant ho radio ICI diganeoc'h dre ur sontadeg. Ouzhpenn 13 000 a dud o deus respontet ha merzhet e vez gant darn vrasañ anezhe, 9 war 10, ez eus cheñchamantoù amañ dija. Muioc'h muiañ a gumunioù war an aod zo tapet, e-giz Gwaien.

  • Kroget eo an dastum avaloù er vro. Ha bez ez eus kalz anezhe ar bloaz-mañ. Leun-chouk eo ar gwez, netra da welet gant ar bloaz tremenet. Labour ez eus war ar stern neuze, e-giz e sistrerezh Rozavern e Terrug, e gourenez Kraozon.

  • Nebeutoc'h a 20.000 bugel 'zo skoliatet e brezhoneg er bloavezh skol 2025-2026 : 300 nebeutoc'h eget warlene, hervez sifroù emañ Ofis publik ar brezhoneg o paouez embann. Ar wech kentañ eo e tigresk dre vras an niver a skolidi a skolioù divyezhek pe dre soubidigezh dibaoe ar bloavezhioù 70.

Схожие новости

#Наименование новостиТональностьИнформативностьДата публикации
1A-hed an dour, de la pluie à la mer - Comment les tourbières servent d'éponge pour l'eau en Bretagne ?0512-07-2026
2Un mois sans pluie, ou presque, en Bretagne-3613-07-2026
3Arroser en pleine sécheresse ? Dans le Finistère, Combrit-Sainte-Marine a trouvé la parade0513-07-2026
4Éco-tourisme : la région estime à "25 millions d'euros les retombées grâce aux canaux" explique Anne Gallo-Kerleau0513-07-2026
5Dans le Finistère, cette ancienne maison éclusière du canal de Nantes à Brest se tranforme en guinguette2613-07-2026
6Примгидромет: прошедшие в Приморье сильные дожди не вызовут разлива рек0014-04-2025
7Высота на уровнем моря???...0021-09-2025
8«Самый крайний»: истории о Таймыре. Вода0031-12-2020
9Подтопления населенных пунктов и дорог ожидаются в Архангельской и Вологодской областях0012-05-2020
10VIDÉO - 35 hectares partis en fumée au Cap Fréhel, site emblématique des Côtes d'Armor 0513-07-2026

Классификация: Арктика. Схожих патентов: 0. Схожих новостей: 10. Тональность: 0. Информативность: 5. Источник: www.francebleu.fr.